en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

"Etre Douar ha mor" e kornad Montroulez

"Etre Douar ha mor" e kornad Montroulez

Ur bloavezh war zaou e vanke e Breizh ur gouel bras troet war zu ar bagoù kozh. Reñket eo an afer, a-drugarez d'ar gazetenn Le Télégramme a lañs hiziv, hag e-pad 4 pevar devezh, ur fest anvet « Etre douar ha mor ». Disheñvel 'vo an darvoud deus an emgavioù hengounel 'ba Brest pe Douarnenez. Evit pevar abeg da nebeutañ : da gentañ, 'vo gwelet ar bagoù war vor Breizh. E bae Montroulez evit bezañ resisoc'h. D'an eil, e lako ul liamm kreñv etre ar beizanted hag ar vartoloded. An trede dra : digoust 'vo pep tra ! Hag ar pevare : rannet 'vo ar gouel etre 7 porzh, deus An Dibenn betek Rosko.Bertrand Mercier, a zo rejiser (régisseur) pe melestrour (pe merour) evit an teknik war tachenn Montroulez 'neus displeget hiroc'h war ar festival-se. Emañ deus mikro Herve ar Beg, evit Arvorig FM.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio