en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ekonomiezh kreiz kêr Gwaien...

Ekonomiezh kreiz kêr Gwaien...

Goulo e teu ar c'hreiz-kêrioù da vezañ dibaoe un ugent vloaz bennaket. Brasaat e ra an niver a stalioù vak, dreist-holl er c'hêrioù bihan. Kevezerezh 'zo bet graet dezho e kerzh an ugent vloaz dremenet gant ar parkeier koñvers braz savet war an tro-war-droioù. Hervez un danevel embannet gant Kuzul Hollek an Endro hag an Diorren Padus e 2017, e kresk gorre ar parkadoù koñvers-se a 3% bep bloaz dibaoe 15 vloaz. Da da lâret eo div wezh buanoc'h eget ma kresk dispignoù an tiegezhioù. En em rentout a reer kont tamm ha tamm ne glot ket ar parkadoù koñvers-se gant un terkerezh-kêr badus. Setu da nebeutañ soñj ar Cerema, ar Greizenn Studi war ar Riskloù liammet gant an Endro hag an Terkerezh. Gurvan Kerloc'h a zo kuzulier kêr en tu enep e kumun Gwaien, e bro ar C'hab Sizun. N'emañ ket eñ a-du gant politikerezh ar skipailhad e penn ar c'huzul-kêr. Aon en eus e vo kollet buhez bourc'h Gwaien. Kontañ a ra pelloc'h deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. Gurvan Kerloc'h a zo e penn al listennad « Solide et Solidaire » da gabaliñ evit an dilennadegoù e kumun Gwaien, a benn ar 15 a viz Meurzh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio