Ur reform european evit ar peskerezh
Ur reform deus ar politikerezh european evit ar peskerezh 'zo war ar stern. Maria Damanaki, ar gomiserez evit an aferioù-mor, 'neus kinniget nevez 'zo ar poentoù pouezhusañ 'vo e kreiz an adkempennadur :
- achu gant sistem ar "c'hota" meret gant ar besketourien evit gouzout pegement a pesked 'vo trapet ; krouet 'vo "kotaioù" hinniennel gant ar gwir evit pep hini da werzhañ anezhe ma fell dezhe ;
- difennet 'vo da foetañ ar pesked deus ar vag er mor en dro. Pep pesk trapet a ranko bezañ diskarget er porzh.
Ar pal evit ar gomiserez european : diwall muioc'h deus ar mamennoù pesked.
Met n'eo ket tamm ebet mod-se 'vez gwelet an dazont gant ar besketourien artisanel. André Le Berre, prezidant komite Breizh ar peskerezh, 'neus displeget e soñj deus mikro Anne Gouerou