Brezhoneg? Bachelouriezh...
Disheñvel tre eo efed cheñchamant reolennoù ar vachelouriezh hervez ar vro. Gant lezenn nevez an Deskadurezh-Stad kinniget gant Jean-Michel Blanquer, zo nebeutoc'h a liseoù o kinnig d'al liseidi deskiñ brezhoneg. E bro Sant Brieg eo splann. Ha gwashoc'h 'zo : da ul liseadez deus Sant Brieg, Helene, hag he deus desket brezhoneg drezouti he-unan, e vez nac'het ar gwir da dremen ar brezhoneg e opsion evit ar vachelouriezh ar bloaz-mañ. Muioc'h a zisplegadennoù gant Tudwal Girard, deus Ti ar Vro Sant Brieg, deus mikro Tunvezh Gwalgen-Grandjean.