Brexit Day 'zo hudu!
Devezh diwezhañ Rouantelezh Unaned 'ba Unanviez Europa. Un istor a 47 vloaz 'pa 'noa divizet 'benn fint ar gont ar Vreizhveuriz kemer perzh 'bar marc'had a-stroll. E 2016 'oa votet 'vit ar Brexit da geñver ur referendum 'oa aozet gant ministr kentañ David Cameron d'ar poent se. Aet ar maout gant ar Brexiters. Met ranket gortoz 6 bloaz hanter 'vit gellout lakaat e pleustr ar Brexit. Votet eo an emglev gant deputeed Europa ar sizhun 'mañ. Ne 'vo depute ebet ken eus Rouantelezh-Unaned 'ba Parlamant Europa 'ba Bruxelles ha 'ba Strasbourg. Met komañs'ra ur prantad start 'vit tabutal war an darempredoù 'vo etre Unanviezh Europa ha Rouantelezh-Unaned war bep tachenn: erasmus, greanterezh, finañsoù, koñvers, labour-douar, pesketa ha kement 'zo.
Penaos emañ an aergelc'h 'ba Rouantelezh hudu Talwyn Baudu 'zo studier, gant un doktorelezh, 'ba Aberyswyth 'ba Bro-Gembre. Votet 'oa gant ar Gembreiz a-du gant ar Brexit.