Tri zen yaouank war ar renk da gaout Priz Brezhoneger-ez 2020
A benn un nebeut sizhunvezhioù e vo rentet enor da dud bet graet gant ar brezhoneg e kerzh ar bloavezh 2019. Prizioù amzer da zont ar brezhoneg a vez aozet skoaz ouzh skoaz gant ar chadenn dele Frañs 3 hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Manon Renault a zo unan deus izili juri ar bloaz-mañ.
An abadenn vraz, al lid da reiñ Prizioù Amzer da Zont ar Brezhoneg avo dalc'het e Fouen e Penn-ar-Bed d'ar gwener 13 a viz Meurzh. Skignet vo war eeun war lec'hienn internet Frañs 3, ha war ar post braz an deiz war lerc'h.