en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kreizenn Plougoñ...

Kreizenn Plougoñ...

Er mare-mañ e Frañs e stourm an dud evit difenn o gwirioù sokial. Bez a zo skouerioù en amzer dremenet a ziskouez d'an dud a vremañ e c'hell ar stourm bezañ trec'h. Hiriv e vez lidet 40 vloaz ur stourm hag en deus treusfurmet buhez ur barrez vihan e beg Penn-ar-Bed. D'an 30 a viz Genver 1980 e reseve maer Plogoñ, Jean Marie Kerloc'h, doser enklask foran ar raktres kreizenn nukleel. E plas staliañ anezhañ en ti-kêr evit ma c'hello an holl dont da lenn anezhañ, en eus kerkent devet an doser 5 kilo. Dibaoe ma oa bet graet anv deus Plougoñ da zegemer ar greizenn nukleel mod nevez, e 1976, e oa niverus an dud o tiskouez o enebiezh. N'eo ket kroget stourm Plougoñ gant an enklask foran, n'eo ket echuet ganti kenebeut, met ar maread ar startañ eo bet sur. Adalek devezh an 30 a viz Genver 1980 o deus bevet tud Plougoñ c'hwec'h sizhunvezh a vrezel bihan. Fañch an Henañ a oa 20 vloaz, ha soñj mat 'n eus. Emañ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. Cheñchet eo bet an dud gant stourm Plougoñ a dra sur. Gwir eo evit ar re a zo bet klevet er reportaj-mañ atav 'ta : ouzhpenn Fañch an Henañ ha Korantin Peoc'h e oa Jean Moalig, Pêr-Vari Kerloc'h hag Elisabeth Kolin. Ur film a oa bet savet gant Nicole Ha Felix Garreg diwar benn ar c'hwec'h sizhunvezh 'n eus padet an enklask foran e 1980. « Plogoff, des pierres contre des fusils » a zo bet renket a nevez ar bloaz tremenet, skignet e festival Cannes, hag e teuio maez er salioù war al live broadel en dro d'an 12 a viz C'hwevrer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio