en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gouel ar Gwirioù a bep Liv: tem ar yezhoù 'zo bet lakaet war wel

Gouel ar Gwirioù a bep Liv: tem ar yezhoù 'zo bet lakaet war wel

Gouel ar Gwirioù a bep Liv eo anv ar gouel da gizidikaat war gwirioù ar vugale. Bep bloaz 'baoe muioc'h evit 20 vloaz e vez aozet an emgav e Kemper gant kevredigezhioù kenskoazell ar vro, evel ar CICODES pe ar CIMADE, Lig Gwirioù Mab-den, pe c'hoazh Le temps partagé. Pal an emgav eo lakaat bugale ar vro da brederiañ war ul lodenn disheñvel deus Diskleriadenn Gwirioù ar Vugale bep bloaz. Bloaz paseet 'oa bet tem an endro un digarez da zegas da soñj eo ur gwir evit ar vugale gellet bevañ en un endro yac'h. Ar bloaz-mañ eo savet ar gouel war dem ar yezhoù. Evit Marivon Berr, o kas ur stal war ar brezhoneg er gouel, eo anat en efe pep hini ar gwir da gomz ar yezh 'n eus c'hoant.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio