Hervez Kuzul ar re Fur n'eo ket sirius ar raktres lezenn war al leveoù
Ne ya ket war zinec'haat ar C'hallaoued gant an amzer, da geñver raktres lezenn ar gouarnamant da cheñch ar sistem mont war e leve. Dreist-holl bremañ p'eo bet embannet gant Kuzul ar re Fur, penaos ne oa ket bet savet an destenn en ur mod sirius a-walc'h. Digwener en eus Kuzul ar Vonreizh roet d'an holl da c'houzout disoc'h e labour da studiañ an destenn lezenn. N'en eus ket roet e soñj war ar an danvez met war ar stumm, hag hervez kont 'zo peadra da lâret dija evit desachiñ evezh an holl. Ne vefe ket solud a-walc'h ar raktres a fed mod da arc'hantiñ ar sistem nevez, na ne vefe ket hervez lezenne. Luziet betek re ha displann e vefe ouzhpenn an dra-se : kalz diaesoc'h eget bremañ e vo d'an dud goûzout en a-raog pegement e c'hounezint evit o leve. Ur soñj, hini ar re Fur, hag a selvij mat hini enebourien al lezenn. E Kemper, e oa kontant an dud o vezañ 2000 er straedoù o tibuniñ, muioc'h eget d'an devezh stourm diwezhañ. Annaig, skolaerez, a zispleg perag e kompren he c'henseurted ha zo chomet hep diskregiñ gant al labour ar wezh-mañ. Gant Tunvezh Wlegen-Grandjean.