Deskiñ breton get ar re gozh : José Calloch
José Calloch 'neus dastumet pezh 'veze lâret get ar re gozh àr Enez Groe. Eñ deus skrivet pep tra àr-lerc'h àr kaieroù, nag ur labour brav 'neus groet ! Ha koutan eo diskouezhañ ha treuskas d'an dud ar labour-se.
E-touez ar re neus José komzet gete eh eus Pierre Guillemot, ur beleg a Groe hag a zo bet aterset get Katrin Pasco. Eñ 'vo klevet e finn an abadenn ! Daou zen bourrapl da glevet !
Tonioù :
- Blev Hir : Ndiaz
- Marie-Josèphe Malardé : Me zo me arriù en deiad , enrollet get Jean-Yves Monnat
- Savant ha Disoursi : Duo Pichard Vincendeau
- Askell an Avel : Armel an Hejer