Manifestadeg war porzh kenwerzh Brest...
Ouzhpenn 5000 den a oa e straedoù Brest dec'h da geñver ar vanifestadeg evit stourm a-enep da adkempenn al leveoù. Evit unan eus bodadegoù kentañ stourm 2020 e oa bet ur 600 den bennak o klask stankañ ar greizenn eoul maen dec'h war porzh ar c'henwerzh. Harzet oant bet buan gant ar boliserien. Hoel Mevel stajiad er stummadur 6 miz e stumdi, Sabrina Gwilhou stummerezh e Stumdi (ha kuzulierezh Pedagogel) ha Jonathan Korneg a oa war porzh Brest hag e oant eus mikro Neven Penneg.