ar saloñ Absolument Breizh e Lann ar Stêr.
A-hed an dibenn-sihun-mañ e vo a bep seurt traoù da zijolein e palez ar c'hendalc'hioù. Razh anezhe liammet get breizh ha graet er vro : levrioù, boued, evaj, dilhad, sonerezh ha c'hoazh. Ehouarn Valy deus kemeret perzh evit sevel roll an animationoù hag ar c'honsertoù. Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel.