Tro ar porzhoù get Pierrick Massiot
Ar mitin-mañ oa daet Pierrick Massiot, prezidant rannvro Breizh d'an Oriant evit gober tro ar porzhoù. Ar porzh peskerezh e Keroman hag ar porzh konwers e Kergoise. An digarez evitoñ da ouiet muioc'h a-zivout an ensavadurioù-mañ ha da lakaat ar gaoz àr ar labourioù arc'hantaet get ar rannvro, a-c'houde 2007, pad eo bet lakaet ar porzhoù edan barregezh ar rannvro. Yaelle ar Mouel zo bet àr ar lec'h.