en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Leve: 3000 a dud o vanifestiñ 'ba Kemper a-enep sistem nevez !

Leve: 3000 a dud o vanifestiñ 'ba Kemper a-enep sistem nevez !

Hiriv e vo embannet gant Edouard Philippe ar pezh a 'zo resis 'ban destenn lezenn savet gant ar gouarnamant 'vit adreizhañ sistem al leve. Embannet 'neus dija ar ministr kentañ ne 'vo kinnig burzhudus ebet evit degas c'hoant d'an holl paouez gant an harzh-labour. Mennozh al leve dre boentoù evit plijout d'ar pep brasañ deus ar sindikadoù. N'eus nemet ar CFDT a oa o c'hortoz beteken displegadenn ar gouarnamant a-raog divizout mont da vanifestiñ pe chom hep ober. Dec'h e oa un devezh harz labour adarre. Manifestadegoù a 'oa e Frañs a-bezh da enebiñ deus an digresk a live buhez a vefe degaset d'ar pep brasañ eus an dud ur wezh war o leve gant ar mod nevez da jediñ ar sammad. 'Ba Breizh 'oa nebeutoc'h a dud o vanifestiñ 'vit diriaou paseet met stank awalc'h 'oant memestra: 7000 'ba Roazhon; 3000 'ba Brest; 10 000 'ban Naoned; 4000 'ba Sant-Nazer; 2000 'ba Sant-Brieg; 200 'ba Gwengamp ha Karaez ha 'ba Kemper e oa etre 2000 ha 3000 den war ar straedoù. Gregoire, 'zo ezel deus ar sindikad FO, a zo war e leve dija. Ne gompren ket perak n'eo ket dasparzhet gwelloc'h an arc'hant etre an dud e bro C'hall...

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio