Manifestadeg Pariz evit ma vevo hon yezhoù
Manifestadeg 'a oa dalc'het disadorn ziwezhañ e Pariz da geñver ar « yezhoù bihan » . Bodet oa ur 500 den bennak eus pep korn Bro Frañs dirak iliz Sant klotild evit ma vefe anavezet o yezhoù. Difennet 'oa bet gant ar prefeti dibunañ dirak ministrerezh an deskadurezh stad. Pezh n'eus ket miret d'ar vanifesterien kregiñ da zibunañ a-raok bout arzhet gant ar boliserien.
Paul Molac dilennad en asamble ha Lena Louarn e karg eus ar brezhoneg e rannvro Breizh a oa ouzh mikro Neven Penneg.