en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

150 000 den 'neunt manifestet 'ba Frañs a-enep ar feulster war ar merc'hed!

150 000 den 'neunt manifestet 'ba Frañs a-enep ar feulster war ar merc'hed!

Lakaet zo bet gwask war ar gouarnamant gant ar maouezed e kerzh ar fin ar sizhun, 150 000 den 'neunt manifestet 'ba Frañs. Hiriv eo an devezh etrevraodel enep ar feulster graet d'ar maouezed. Ha war an dro eo devezh diwezhañ ar Grenelle aozet gant ar gouarnamant. Goude tost tri mizvezh a gendiviz eo sañset Edouard Philippe kinnig hiriv politikerezh a 'zo bet soñjet ganto lda akaat e plas en da zigreskiñ an niver a vaouezed lazhet, skoet, pe wallet. Diwar zek maouez tro dro deoc'h ez eus unan a zo bet gwallet pe taget en un doare seksel. Ur vaouez diwar zek to dro deoc'h a vez gwallgaset gant he gwaz. Ur vaouez a vez lazhet bep eil devezh hanter gant he den pe ar gwaz bet he den. Evit poent eo re zister ar pezh a vez graet gant ar galloudoù evit gwareziñ ar maouezed 'ba Frañs. N'o deus ket ar c'hevredigezhioù tra-walc'h a argant digant ar Stad evit ober mat war dro ar maouezed o vont da c'houlenn sikour diganto, da skouer. Ouzhpenn manifestadegoù 'oa bet disadorn. E Planning Familh Douarnenez da skouer zo bet savet ur pezh c'hoari « Femme qui parle n'est pas morte » a zo un destenn biskoaz bet lakaet war al leurenn beteken. Amelie Brard a zo unan deus ar c'homedianezed, hag ezel eus ar Planning Familh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio