Ur stourmer eus Aïta!'bar c'homiserdi 'vit bout livet ur c'harr-boutin "Breizh Go"!
Dec'h da noz 'oa galvet ur stourmer eus ar stroll Aita! mont da gomiserdi Gwened 'vit respont da c'houlennoù ar boliserien war an oberenn disintedigezh 'oa kaset ur bloaz 'zo: livet 'oa ur c'harr boutin Breizh Go gant un nebeut stourmerien. C'hoant ganto diskouezhet eo dre an oberenn disentidigezh keodedel-se, gant livaj-dour, ar « Breizh Washing » a vez graet gant ar rannvro hag an diouer a araokadennoù evit ar brezhoneg. 'Oa ket ar stourmer, lesanvet Fañch, e-ganan dec'h da noz 'ba Gwened. Selaouomp un nebeut anezhgo dirak ar c'homiserdi. Ur reportaj gant Neven Penneg.