"Baradoz hag Ifern", roman an Izland troet e brezhoneg
Hag un tamm ger diwar-benn lennegezh evit komz deoc'h deus un droidigezh diwar an izlandeg, bet kinniget da-geñver Gouel al levrioù e Karaez. Mich Beyer hag Olöf Petursdottir zo amañ o komz deomp deus ul levr nevez deut 'maez, « baradoz hag ifern » e anv, lakaet e brezhoneg diwar an izlandeg, n'eo ket alies memes tra. Ar stumm orin, en izlandeg, eo al levr kentañ en un heuliad tri anezhe, gant ar skrivagner Jon Kalman Stefansson, o kontañ deomp deus buhez kriz ar besketaerien. Aterset eo an div droourez gant Tomaz Laken ; Hag Olöf Petursdottir da gentañ da lâret deomp piv eo ar skrivagner.
Baradoz hag Ifern, a zo bet embannet gant an ti An Alarc'h.