en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Sikouret 'n eus ar mukovosidoz da Vugel-den da zerc'hel deus ur c'hlenved marvel all

Sikouret 'n eus ar mukovosidoz da Vugel-den da zerc'hel deus ur c'hlenved marvel all

Sikouret 'n eus kleñved ar Mukovisidoz da vugel-den da zont b'enn deus ur c'hleñved marvel all, 5000 bloaz 'zo. Un dizoloadenn a zo bet graet nevez 'zo gant skiantourien Brest asambles gant ur skipailhad all deus ar Stadoù Unanet. Studiet zo bet gant Emmanuelle Geninn Philipp Farell hag o c'henseurted un hollad tud klañv gant ar mukovisidoz o tont deus meur a vro Europad, gant ar pal gouzout pezavare e oa deuet ar c'hleñved-se war wel. Un 20 bugel deus Frañs, 20 all deus bro Danemark, bro Iwerzhon, bro Albania, bro C'hres, pe c'hoazh bro Ukraina, a zo bet studiet o jenoù, ha jenoù o zad hag o mamm. Anaig Rouxel, biologourez hi he-unan, a zispleg deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean petra zo bet kavet gant ar skiantourien. An dud yac'h o tougen jen ar mukovisidoz o defe treuzvevet gwelloc'h pa voent klañv gant ar skliserezh degaset gant pistrienn ar c'holera. Ar memes degouezh a gaver gant an dud yac'h o tougen jen kleñved an drepanositoz, o tec'hel gwelloc'h eget ar re all deus kleñved ar paludism, e Afrika.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio