Chuchumuchu, ur romant savet diwar enrolladennoù soudarded ar brezel bed kentañ
En 1916 'oa bet enrollet kaozioù un toullad soudarded, prizonidi anezhe gant an Alamanted. Soudarded a-bep lec'h, paket er brezel bed kentañ, ha dalc'het e bro Alamagn 'ta, en o zouesk Bretoned, ha goûlet gant pep hini kaozeal pe kanañ en e yezh. Ur pezh labour enklask kaset gant skiantourien d'ar c'houlz-se, sonioù enrollet war rolloù koar, kement ha kaout ur sell war ar yezhoù en Europa e penn kentañ an ugentvet kantved. Adkavet eo bet an enrolladennoù, dalc'het ha roet da glevet gant ar skol-veur e Berlin. Erwan Hupel zo kelenner e skol-veur Roazon war ar brezhoneg, hag en deus savet ul levr, ur romant, diwar an enrolladennoù-mañ, Chuchumuchu e anv, embannet e ti Al Liamm. Hemañ bremañ da gontañ deomp penaos 'oa krog da labourat war se. Ur pennad-kaoz gant Tudual Karluer.