en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

N'eo ket sioulaet al luskad sokial e Chile

N'eo ket sioulaet al luskad sokial e Chile

Kenderc'hel a ra ar vanifestadegoù nerzhus e bro Chile. Miliadoù a dud o deus manifestet dec'h c'hoazh e Santiago hag e kêrioù all, evit devezh kentañ un harz labour hollek galvet gant ar sindikadoù. N'eo ket bet kendrec'het neuze tud Chile gant kinnigoù ar prezidant Sebastion Pinera dimeurzh d'abardaez, hag an eus klasket distenniñ an traoù gant arguzennoù sokial. Embannet 'n eus e vo kresket al leve retret a 20% hag live ar gopr izellañ, ha ne gresko ket prizioù an tredan ken., Un 20 000 soudard hag archer a zo bet dasparzhet er vro gat stad evit dezhañ derc'hel ar galloud war ar boblañs, ha lakaet zo bet e plas ar stad ar zifrae, ar pezh na voe ket bet gwelet dibaoe fin diktatouriezh ar jeneral Pinochet. Feuls eo troet an traoù, Dibaoe muioc'h eget ur sizhunvezh ma 'z eo krog an dud da ziskenn ar straedoù zo bet marvet 18 den, en o zouezh ur bugel 4 bloaz marvet dimeurzh. Loeiza Alle a zo studierezh Skiantoù Politikel, o tremen he zrede bloavezh d'ober ur staj e bro Chile. Ober a ra deomp he sell war al luskad sokial-se, hag an abegoù m'eo bet kroget. Emahi deus mikro Enora Molak.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio