Miliadoù a dud e straedoù Liban c'hoazh
Daoust da bromesoù ar c'hentañ minist Libanad, ne tiskrog ket ar bobl deus ar straed. Dilun koulskoude, goude pemp devezh stourm ha manifestadegoù, 'n oe Saad Hariri klasket distenniñ al libaniz, en ur brometiñ cheñchamantoù ekonomikel, ha digreskiñ gopr ar vinistred hag ar gannaded a 50%. Dec'h e voe al libaniz dre dekadoù a viliadoù e straedoù Beyrouth, en dro, kement hag e meur a c'hêr all ar vro. Dindan bannieloù bro Liban, hag ur mor a c'houlouigoù graet gant o fellgomzerioù, o deus ar vanifestourien roet da c'hoût d'ar c'hentañ minist ne laoskfent ket ar stourm da gouezañ ken ac'hann ma yafe ar gouarnamant d'an traoñ. Al luskad-se a voe ganet ar sizhun dremenet en devezh m'en oe ar c'hentañ minist embannet ur c'hresk en tailhoù a 4%. Dana, studierezh e Beyrouth a voe e touezh ar yaouankizoù malgontant diskennet er straedoù. Goude pemp devezh oc'h huchal lugannioù, eo torret he mouezh, p'emahi o tiskrivañ ar stourm deus mikro Enora Molak, en Radio Bro Gwened.