Lanset eo prantad kaballiñ "Breizh evel just"!
Dec'h vintin 'oa dalc'het ur forom gant strollad politikel "Breizh Evel Just". Er bodad rann-vroelourien-se, brudetoc'h dindan e anv galleg marteze, « Oui la Bretagne », e kaver daou strollad politikel, Unvaniezh Demokratel Breizh ha Breizh War-raok, ar strollad savet gant Kristian Troadeg. An emgav kentañ eo d'ar rann-vroelourien lañsiñ o frantad kaballiñ evit an dilennadegoù kêr 'vo e 2020, mez dreist-holl dilennadegoù Rann-vro 2021. Ne oa ket gant ar forom ar pal lakaat war wel ur programm klok, hervez an aozerien, met kentoc'h evit poent eskemm gant an dud ha lakaat ar preder da vont war raok.
Meur a sujed a zo bet lakaet war an daol, gant an dud pedet da gemer ar gaoz : kudennoù demokratelezh, ekologiezh, pe c'hoazh sokial. Ana Sohier, dilennadez e ti-kêr Roazhon, he doe hi desachet evezh an dud war gudenn ar c'hreizenniñ e diabarzh Breizh he-unan... gant Tunvezh Wlegen Grandjean.