en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Muioc'h a vrezhoneg gant reform al lise, gant ma vez kemeret an ispisializadur Brezhoneg

Muioc'h a vrezhoneg gant reform al lise, gant ma vez kemeret an ispisializadur Brezhoneg

Ha politikerezh gall bremañ, pa vo sellet a dostoc'h deus disoc'hoù lezenn Jean Michel Blanquer. E lise divyezhek publik Kemper e vez graet muioc'h a vrezhoneg ar bloaz-mañ eget a-raok ! En distro-skol-mañ eo bet lakaet lezenn nevez Minist an Deskadurezh Stad evit live ar re e kentañ klas. Gant reform al lise, evel ma vouiit marteze, ne vo ket mui deus ar filierennoù Lennegel, Ekonomikel ha Sokial, ha Skiantel (L, ES, S). Pep lisead 'n eus dañvezioù diazez, hag a gemer 3 zanvez a blij dezhañ en ouzhpenn e touezh ul listennad ispisializadurioù. Al lise Brizeux e Kemper a zo an hini nemetañ e touezh liseoù laik Breizh da ginnig ar brezhoneg evel danvez arbennikaet. Diwar 12 lisead hag a zo tremenet e kentañ klas ar bloaz-mañ, int bet 9 da gemer ar brezhoneg e touezh o zri ispisializadur. Morgan da skouer 'n eus dibabet matematikoù, skiantoù ar vuhez, ha brezhoneg... Ar pemp lise laik all e Breizh, en diavaez da lise Brizeux, hag a zo gant an hentad divyezhek, na ginnigont ket an ispisializadur vrezhoneg. Eno n'o deus ar re gentañ klas nemet teir eurvezh brezhoneg ar sizhun, padal o defe bet 6 eurvezh gant ar sistem kozh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio