50 vloaz stourm evit ar brezhoneg gant Skol an Emsav
E fin ar sizhun 'vo lidet hanter-kant vloaz Skol An Emsav e Roazon. Ur gevredigezh bet e penn ar stourm evit ar brezhoneg, adalek ar bloavezhioù 1970, koulz evit a sell kelenn ar yezh, ha goulenn gwirioù, pe. kemer anezhe! Da skouer war dachenn ar panelloù hentañ e brezhoneg. Digarez 'vo 'ta e fin ar sizhun, d'ober ur sell war ar bloavezhioù tremenet evel-just met ivez war ar re da zont, betek ober! Pellikoc'h gant Lukian Kergoat, hag un tamm bennaket gant Lena Louarn, o-daou o vezañ bet o kemer perzh e Skol An Emsav e penn kentañ tout. 'Maint deus mikro Tomaz Laken, en Radio Kreiz Breizh.