Bod Kelenn, ur gevredigezh nevez savet er Faoued
Krouet eo bet diàr ar c'holektif kerent doa n'um vodet evit diwhenn an hentenn ziwyezheg e skol ar galon sakr er Faoued. Get ar stourm o deus gellet derc'hel ur post ha kard diàr ar post hanter oa. Bremañ e faot dezhe reiñ ur stêr ledanoc'h d'ar stourm n'ur zigoriñ ar gevredigezh d'ar re faot dezhe diwhenn ar brezhoneg e bro ar Roue Morvan. Erwan Lelièvre zo eil prezidant bod Kelenn. Displeg a ra deomp hiroc'h doh mikro Yaëlle ar Mouël.
http://www.aufaouet.net/