Dav eo d'an holl strollegezhioù lec'hel ober o lod evit ar brezhoneg!
'Bennirgwener e vo dalc'het kuzuliadeg gentañ an tiriadoù evit eskemm war amzer dazont ar yezh. Graet voe bet anv deus an emgav braz-se e miz Kerzu gant ar vez-prezidantez Rann-vro en karg deus ar yezhoù, Lena Louarn. Lakaet voe bet an emgav-se evit d'ar Rann-vro bezañ disammet en ur mod pa oa bet rebechet dezhi bezañ gouestlet re nebeut a argant deus he budjet da yezhoù Breizh.
A-raok ar guzuliadeg, zo bet kaset ul lizher d'an holl strollegezhioù lec'hel e Breizh hag a zo sañset kemer perzh enni, gant 40 kevredigezh Rouedad ar Brezhoneg. Fulub Kere, hag a zo er rouedad e anv ar gevredigezh DAO, a lâr petra faote dezho ober gant al lizher-se. Emañ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.