Klemm get ar CGT enep SLB.
An dilennadegoù-labour en TPE (Embregerezhioù Bihan Tre) a vo dalc'het etre an 28 a viz Kalan-gouianv hag an 12 a viz an azwent-mañ-za.
Goude un emvod e penn-kentañ miz gouel mikel e oa en em gavet diaes ar sindikadoù bras é c'houiet e oa ar sindikad dizalc'hour SLB é lakaat e anv. SLB, Sindikad Labourerien Breizh, a oa bet degemeret neuze, goude divizoù kalet ha sindikadoù a-enep. Dec'h da noz hon eus gouiet en doa ar CGT savet klemm douzh SLB dirak ar lez-varn melestradurel àr zigarez, moarvat, na zouj ket a-walc'h douzh an dalvoudegezhioù republikan. Selaouomp Dominig JOLIVED, ezel eus SLB. Doh mirko Morgane Brammoulé.