Devezhioù Broadel an Arkeologiezh a voe e pad ar fin ar sizhun
War 3 devezh e oa dalc'het devezhioù broadel an arkeologiezh. Krouet oa bet 10 vloaz 'zo gant Ensavadur Broadel an Enklaskoù Arkeologel Gwareziñ (INRAP e galleg). Evit ar wezh kentañ eo bet ledanaet ar bloaz-mañ an darvoud d'ar broioù amezeg zoken, evel Breizh Veur, bro Alamagn pe bro Spagn. Ar pal a zo da lakaat ar raksoñjoù war ar vicher da gouezañ, ha da dostaat ar re yaouank deus labour pemdeiziek an arkeologourien. Airelle Mandon a zo oc'h echuiñ he studioù arkeologiezh e Roazhon 1. Gant he c'hevredigezh Alter Ego oa bet aozet darvoudoù e mirdi Breizh ar Maezioù Frank e Roazhon, evit an degouezh. Displegiñ a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean perag eo ur vicher hag a zodisanavezet a-walc'h fin ar gont.