en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar forfed skol da zDiwan rediet evit ar c'humunioù hep brezhoneg tamm ebet nemetken

Ar forfed skol da zDiwan rediet evit ar c'humunioù hep brezhoneg tamm ebet nemetken

Rediet vo ar c'humunioù d'ober argant d'ar skolioù Diwan adalek bremañ, marteze poe klevet ar c'heloù ar sizhun tremenet. Pe redietoc'hig, a lâr deomp ar stourmerien evit ar yezh, hag a zo dipitet un tammig memes tra. Ar forfed skol a zo evit ar skolioù e kontrad gant ar Stad ur mod da resevout argant deus perzh ar c'humunioù, evit pep bugel o chom war o ziriad. An amandamant evit d'ar gumunioù bezañ rediet d'en ober a zo tremenet e lezenn nevez Ministr an Deskadurezh Stad diriaou fin ar gont. Un hanter trec'h evit un destenn hag a zo bet diaes lakaat anezhiñ da vezañ ouzhpennet. Diriaou e voe ur bodad kemmesk etre Sened ha Bodadeg Broadel evit kavout un emglev fin ar lezenn skol ar fiziañs. Paol Molak, kannad bro A-Bas, a zo an hini 'n oe kinniget an destenn da gentañ penn. Ar stumm bet degemeret ganto fin ar gont na ya ket ken pell giz ar ar pezh vefe bet dimm, hervez Paol Molak.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio