O gallekaat emañ an anvioù straedoù e Terrug
Erru eo skuizh izili ar gevredigezh Eost 'ba Terrug gant an anvioù galleg 'zo roet d'ar straedoù nevez digoret. Anvioù kadarnet gant ti-kêr Terrug, nevez 'zo. Koulskoude 'zo bet kaset ul labour a-bouez war an anvioù lec'h dibaoe penn kentañ ar bloavezhioù 2000 ba kumun ledenez Kraozon. Setu 'pezh 'neus dipleget Yann-Bêr Kemener, prezidant Eost, da Erwan Blanchard.
Un emvod war an tem se, reiñ anvioù e brezhoneg 'ba Terrug ha krouiñ anvioù nevez, 'vo kinniget gant izili Eost 'benn 'sun all d'an 19 a viz Even 'ba ti ar re yaouank da 3e goude merenn.