en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Radio France: 400 plas labour distrujet 'vit espern arc'hant?

Radio France: 400 plas labour distrujet 'vit espern arc'hant?

Betek kazi 400 post labour a zo gant ar riskl bezañ tennet digant ar Radioioù publik. Diriaou tremenet he deus patronez an ti Radio Frañs embannet sklaeroc'h penaos vo graet ganti evit esperniañ 60 million a euroioù bep bloaz. En he steuñv, sañset da vodernizañ ar rouedad radioioù, e respont Sibyle Veil d'an disgresk er budjet degaset dezho gant Ministrelezh ar Sevenadur. Muioc'h evit an drederenn deus an espern argant-se a vo kavet diwar goust an implijdi. Roet vez memes tra an dibap d'ar sindikadoù : ma vez asantet ganto d'ober strivoù, ne vo ket kement a bostoù kollet. Selaoump pezh a soñj Tudi Kreker, kazetenner en ti Frañs Bleu Breizh Izel ha dileuriad evit ar sindikad CGT.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio