Steuñv marc'h-houarn hollek: labour 'zo kaset gant Brest Meurgêr!
Al lezenn war ar monedoneoù 'zo studiet gant an deputeed 'ba Pariz adalek hudu, e-pad teir sizhun! Ur bern amandamantoù, 3000 en holl, 'zo bet ouzhpennet. Ar wech kentañ 'zo kement anezho abaoe eo dilennet Emmanuel Macron evel prezidant Republik Bro-C'hall. Pal ar jeu 'vit ministrez an treuzdougen, Elisabeth Borne, eo sevel monedoneoù liammet, liesseurt ha o produiñ nebeut a garbon ha klask respont da c'hoantoù ispleegt e-kerzh an tabut meur. Er raklezenn emañ ar steuñv broadel 'vit ar marc'h-houarn ivez. Ur steuñv 'vit klask lakaat ar C'hallaoued hag ar Vretoned da vont gant doareoù all 'vit mont da labourat da skouer.. Evit poent 'neus nemet 3% eus annezidi Bro-C'hall ya gant o marc'h-houarn 'vit mont-dont ha pal ar steunv eo kas an dregantad se da 9% 'benn 2024. Se 'zo kaoz 'vo postet 350 million a euroioù gant Stad Bro-C'hall 'bar steuñv 'mañ... evit ar 7 vloaz o tont... da laret eo 50 million euro bep bloaz. Sañset e vo skoazellet an ensavadurioù lec'hel da diorren an hentoù gouestlet d'ar c'hezeg-houarn gant se ha gwellaat surentez an dud 'ya gant o c'hezeg-houarn. Penaos emañ an traoù 'ba Brest Meur Gêr ? Ha petra soñj Yann Fañch Kerneiz 'zo kuzulier meurgeriat e-karg eus an treuzdougen skañv, diwar benn ar steuñv 'mañ? Gant Erwan Blanchard.