O tont 'mañ ar PAC nevez!
A-raok fin ar sizhun e vo dilennet deputeed Parlamant an Unvaniezh Europad en dro. Unan deus brasañ politikerezh an Unvaniezh, ha unan deus he obererezhioù istorel, a zo gouestlet d'al labourerezh-douar. Bep pemp ploaz e vez graet e soñj gant ar Gomision evit sevel ar politikerezh boutin (a vez graet PAC deusouti) evit ar bloavezhioù da heul. Ar PAC a vremañ a zo raktreset da redek c'hoazh betek ar bloavezh 2020. Met kroget eo evel just ar Gomision d'ober he soñj war an hini nevez abaoe miz Du 2017, amzer 'zo dija. Kinniget eo bet dirak Parlamant Europa ha Kuzul ar Vinistred, an daou ensavadur o deus da ober o soñj asambles evit sevel ar PAC nevez. Pezh 'zo nevo ket amzer kadarnaat netra a-raok an dilennadegoù Europad, hag e zo chañsoù ma vo cheñchet an destenn evit mont deus stumm nevez ar Parlamant.
Bet eo Tunvezh Wlagen-Grandjean o c'houlenn he soñj war ar PAC nevez digant Charlotte Kerglonou, dilennadez e Kambr Labour-Douar an Il-ha-Gwilen evit sindikad ar Gonfederasion Peizantel. Eviti e c'hellfe ar PAC kaout ul levezon braz evit sikour al labourerien douar da heuliañ ar cheñchamantoù bedel.