Brezhoneg war lec'hienn internet ti-kêr Kemper
War lec'hienn internet kêr Gemper e c'heller bremañ kavout 70 pajennad skrivet e brezhoneg. Betek dec'h e oant a boan an hanter, pajennoù bet troet er bloavezh 2011. Ul labour nevezentiñ al lec'hienn a zo bet kaset neuze evit ar pezh a sell lec'hienn an ti-kêr, ha krouet zo bet unan e brezhoneg ivez evit lec'hienn ar gumuniezh kumunioù, Kemper Breizh Izel. N'eo ket pep tra war a zo bet troet e brezhoneg ken nebeut, evel ma vo displeget deomp gant Vefa Gwenegan, karget deus ar brezhoneg en ti-kêr. Emañ-hi deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
N'eo ket aet ti-kêr Kemper betek goprañ ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez evit skrivañ pennadoù nevezentioù war-eeun e brezhoneg maleuruzamant. Bep miz damdostig e vo troet ur pennad nevezenti e brezhoneg gant an Ofis, a lakaet anezhañ war lec'hienn an ti-kêr.