Ar Brexit deus sell pesketerien Penmarc'h
Penaos vo graet gant ar besketerien vreton pa vo aet Breizh Veur kuit deus Europa ? Un nebeut devezhioù 'zo voemp asambles gant BrunoBoisrobert hag a 'n eus divizet d'en em stummañ daoust d'ar riskloù war ar vicher e besketer. Hiriv e yimp da welet Robert Bougeon bet pesketer e porzh Sant Wenole, e Penmarc'h, da c'hoût peseurt efed e c'hellfe kaout war ekonomiezh ar pesketiñ er vro Vigouden. Sañset vez kavet 50% deus o fesked e morioù Breizh Veur gant pesketerien Breizh. N'eo ket sur e vefe ar wask war an holl besketerien en ur mod ingal, e-giz m'emañ eñ o vont da zisplegiñ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.