en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gouelioù-meur Kerne o kregiñ

Gouelioù-meur Kerne o kregiñ

A boan ma vo un devezh ehan etre fin an Erer Kozh 'ba Karaez ha penn kentañ Gouelioù meur Kerne, 'ba Kemper. Kregiñ a raio ar festival ofisiel warc'hoazh met fenoz 'vo kinniget memestra un abadenn gant Arz Ys ha Jef Le Penven 'ba 'n iliz-veur. Ar bloaz-mañ 'vo muioc'h a leurennoù, muioc'h a emgavioù, muioc'h a lusk sur 'walc'h peogwir eo bet berraet ar gouel 'neus displeget Guy Riou, unan deus an aozerien, deus mikro Anne Gouerou Fotoioù : 1 - Guy Riou, e karg eus ar Skol-veur hañv e-pad ar Gouelioù-meur Kerne. En e gichen, Jean-Philippe Mauras, rener ar gouelioù ha Gilles Le Bigot. Eñ hag e strollad (Marthe Vassalo, Bernard Le Dréau, Jean-Michel Veillon, Ronan Pellen, Ludovic Mesnil, Erwan Volant) a c'hoario dimeurzh 19/07 e Liorzh an Eskopti adaleg 11e15 da noz. 2 - Krismenn (amañ war al leurenn Youenn Gwernig 'pad an Erer Kozh 2011) 'vo klevet ivez dimeurzh da noz, e Liorzh an Eskopti adaleg 9e15 da noz. (Fotoioù Anne Gouerou)

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio