en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Diskoachet eo bet skritell ar Redadeg 2020

00:00 / 00:00

Diskoachet eo bet skritell ar Redadeg 2020

Roet vez lañs d'ar prantad brudañ ar Redadeg 'vo dalc'het 'benn 2020. Rederien Ar redadeg 'raio tro Breizh a bep eil evit lakaat war wel ha difenn hor yezh. Etre ar 15 hag an 23 a viz Mae 'vo kaset 2020 kilometr etre Karaez ha Gwengamp. A drugarez d'an arc'hant dastumet da geñver ar Redadeg e c'haller argantiñ raktresoù savet gant kevredigezhioù, skolioù pe stalioù liammet gant ar brezhoneg. Gall 'ra an nen lakaat e anv beket ar 15 a viz Even. Hag evel just 'vo kinniget kan ar Redadeg 'benn bloaz en dro. Gallout 'ra an nen kas kinnigoù d'an aozerien araok kreiz miz Gwengolo. Muioc'h a ditour c'haller kaout war lec'hienn ar Redadeg: redadeg.bzh. Nevez 'zo eo bet deusken arrouez ar Redadeg 'vo gwelet un tamm 'ba pep lec'h: ar skritell. Savet eo bet gant Matthieu Gwern eus Plougastell, grafour a-vicher anezhañ. Displegañ 'ra deomp ar pezh 'neus bet c'hoant deusken gant e skritell, deus mikro Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio