Bro Bourlet : ur bladenn istorel gant Dastum
Ar Gemene, Bubri, Kernaskleden pe c'hoazh Ploure. An holl gumunioù-se a zo ba Bro Bourlet. Er mizvezhioù a-zeu e vo sellet pizh ouzh ar vro-se gant Dastum. Kenlabouret 'vo ganto gant ur gevredigezh eus ar C'hroasti anvet « Du-mañ du-se » hag a aoz filajoù ha festoù-noz ba'r vro. Ur bladenn hag ul levrig 'vo savet 'sames gaten diwar-benn sonerezh hengounel ar vro. Gwerzioù, kanaouennoù, tonioù daou-ha-daou. ur pezh-mell berniad sonioù 'zo bet enrollet ha dastumet dija. Bremañ 'chom al labour enklask war o suj ha dibab ar re da lakaat war wel. Ur sapre labour e gwirionez, giz 'pezh 'zo vont da lâr Kristen Rivoalen eus Dastum, deomp. Emañ deus mikro Gwenvael Delanoe.
Labour hir evit un disoc'h a feson sur mat ! Ur bladenn hag ul levr 'giz pezh 'zo bet graet dija diwar-benn Bro Vigouden pe Bro Bagan a vo embannet da neuze. Ma 'n eus unan titouroù resis da reiñ diwar-benn kanaouenn-mañ-kanaouenn pe elfennoù hengounel enrollet 'ba Bro Bourlet, e c'hellit mont e daremempred gant skipailhad « Du-mañ ha Du-se ».