Stal.bzh: ul lec'hienn internet 'vit an embregerezhioù
Penaos ober evit goar da belec'h mont da brenañ bara e brezhoneg ? N'eo ket aes sur dac'h ! Met massen vo aesoc'h 'benn nebeut, pa vo lakaet e plas al lec'hienn Stal.bzh. Ur soñj bet savet gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg. An hanter deus ar sammad arc'hant a zo afer anezhañ 'vit sevel Stal.bzh 'zo roet gant Unanviezh Europa, dre ur programm anveet FEDER. Ul lodenn all a zo bet arc'hantaet gant tud prevez. Chom a ra un nebeut gwennien da gavout evit peurachuiñ al lec'hienn a-raok digeriñ anezhi se 'zo kaoz zo bet lañset ur prantad sevel arc'hant war gKengo. Gant Renan Kerbiket prezidant Mignoned ar brezhoneg, ha Divi Kerneis he sekretour, 'vo displeget deomp hiroc'h diwar benn al lec'hienn. En em gavet eo Tunvezh Gwlagen-Grandjean ganto en ti-forn Gwegen e Kemper, lakaet 'neus ar perc'hen anv e stal war al lec'hienn dija...((Diskinnig : Setu peus klevet aze un darn deus ar video a zo bet lakaet war gKengo evit ober brud, ha gervel an dud da reiñ argant evit ar raktres. Digorret e vo al lec'hienn en ofisiel neuze a-benn an 8 a viz Even, da zigarez Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langonned !