en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Nebeut tre a enebiezh dirag donedigezh Makron e Breizh dec'h

Nebeut tre a enebiezh dirag donedigezh Makron e Breizh dec'h

En un droiad diwezhañ evit en em gavout gant an dilennidi lec'hel, e oa dec'h ar prezidant e Breizh, e Sant Brieg, pedet gant maered ar vro, ur 600 bennaket anezhe. Kalz zo bet kistion deus simplaat o doareoù d'ar c'humunioù, deus an taos war an tiez, pe c'hoaz deus ar gwir da bleustriñ. Met berr-mat eo bet an abadenn n'eo chomet ar prezidant nemet un eurvezh bennaket gant ar vaered. Ha hemañ da gemer ar gaoz kentoc'h eget selaou. Evit deusken o enebiezh da bolitikerezh Prezidant ar Republik, oa bet galvet gant sindikadoù ha tud o jiletennoù melen d'en em vodañ e Sant Brieg. Met dre ma ne oa ket posupl tostaat deus Kreizenn ar C'hendalc'hioù, 'oa lakaet an emgav e kreiz-kêr, dirak ar prefeti. Ha bihan an dud! Un tamm poent gant Tudual Karluer, e Sant Brieg. Hag e vo hiriv Emmanuel Macron e bro Gorsika neuze. Memes stumm 'n eus an emgav da gaout 'giz ma 'n eus bet e Breizh moarvat, gant ur prezidant o prezegenniñ dirag ur bodad dilennidi. Un emgav hag a vo graet hep un darn mat deus ar vroadelourien ha dizalc'hourien, pa vo boikotet an eskemm ganto. Ne vo emgav ebet kenebeut gant Prezidant ar C'huzul Gilles Simeoni, na gant Prezidant ar Vodadeg Jean-Gi Talamoni. Ha daoust ma voe bet pedet gant ar gannaded da vont da eskemm ganto er Vodadeg gorsad, eo bet nac'het an emgav dec'h gant Emmanuel Macron.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio