Divizet 'neus Bouteflika dilezel e blas a brezidant Aljeria!
Dec'h 'noa embannet Abdelaziz Bouteflika e tilezo e blas a brezidant araok fin miz Ebrel. Abaoe 1999 'oa e penn Stad Aljeria. ha dic'houest da c'houarn ar Vro abaoe 2013 'pa 'oa tapet gant un AVC. Ma ya kuit eus penn ar vro eo peogwir 'zo manifestadegoù bras 'ba Aljeria abaoe ur miz hanter 'vit lar dezhañ mont kuit. Pezh 'noa lakaet e fulor pobl Aljeria eo ar fed 'noa embannet e c'hoant lakaat e anv 'vit ur pempvet gwech eus renk en dilennadegoù prezidant, dilennadegoù 'oa da vout dalc'het ar bloaz 'mañ. Trawalc'h gant Bouteflika hag e strollad poltikel FLN 'zo penn ar Vro abaoe 1962 'pa 'oa bet trec'h an Aljerianed war ar C'hallaoued ha lakaet un termen da 130 bloavezh a drevadenniñ. En tu mañ eus mor Kreizdouarel 'zo tud 'neunt dalc'het liammoù gant Bro Aljeria ha sikour ar bobl. Jean Miossec 'zo ezel eus ur gevredigezh 'zo bodet enni tud bet o vrezeliñ en aljeria 'kerzh ar Brezel 'vit dizalc'hiezh aljeria.. met tud hag a zo a-enep ar Brezel. Reiñ 'reont al leve 'zo kaset gant Frañs 'vit bout kemeet pêrzh 'ba Brezel Aljeria da gevredigezhioù aljerian, da laret eo 'neus Jean Miossec eus Brest, heuliet mat an afer abaoe ur miz hanter. Gant Erwxan Blanchard.