Digwener da noz ha Disadorn zo kinniget gant an UBAPAR en em soñjal war ar binvioù niverel
An UBAPAR eo Unvaniezh Breizh evit buheziñ ar broioù war ar maez. War ar maez end-eeun, rakkar 'vo dalc'het an devezhioù e Kergrist-Moeloù, 'tal kichen Rostrenn. Pa vez kistion deus ar binvioù niverel 'vez kaoz deus traoù a ra gant teknologiezhioù nevez, urzhiataerezioù, pellgomzerioù, pe se. Ha pep hini ac'hanomp koulz lâret zo bet tapet gant se abaoe un nebeud bloavezhioù, daoust pegen pell e soñj an nen bezañ deus an deknologiezh. Petore plas zo d'ar binvioù nevez-mañ en hom buhez? Peseurt implij anezhe a ra vad pe ar ra gaou da bep hini? Penaos derc'hel un tamm galloud war se? Setu goulennoù dalabourat warne asambles.
Maelle Ausias zo e karg deus an dudi e brezhoneg ha gallaoueg evit an UBAPAR. Un tamm kinnig ganti ouzh mikro Tugdual Karluer.