en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kounnar Div Yezh Breizh

Kounnar Div Yezh Breizh

Disadorn 'oa dalchet emvod meur ar gevredigezh 'zo bodet enni kerent ar vugale 'zo 'ban hentennoù brezhoneg-galleg 'bar skolioù publik. Ar bloaz-mañ 'zo a-bouez 'vit Div Yezh. Lidet eo 40 vloaz an hentenn brezhoneg galleg met war un dro eo ur bloavezh a anken ha kounnar. Divizet 'neus rektorez akademiezh Roazhon chom hep digeriñ an niver a blasoù 'zoa afer anezho 'vit respont da gresk ar c'hlasoù divyezhek 'ba Breizh : 16 plas 'zo 'vit ar genstrivadeg eus un tu pa 'vo digoret 29 glas 'bar skolioù eus an tu all. Peadra da disklaeriañ brezel d'an izili eus Div Yezh Breizh. Selaouomp Remi Toulhoat da gentañ ha war lerc'h 'vo klevet soñj Pol Molac 'zo kannad. Gant Erwan Blanchard emaint.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio