en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Diviz Broadel Meur e brezhoneg

Diviz Broadel Meur e brezhoneg

Disadorn 'oa bet aozet un tabut e brezhoneg penn da benn 'ba Montroulez g'Ar Falz-Skol Vreizh ha KLT. Ar pal 'oa kemer perzh ba'n « Diviz meur » 'zo bet lañset ga'r gouarnamant 'vit klask diskoulmañ henkadenn ar re o jiletennoù-melen. Leun 'oa ar sal. Tro dro da 60 a dud 'oa deuet 'vit prederiañ 'sames ha reiñ o soñjoù war 'r bolitikerezh. En o zouez 'oa deuet kalzig a stourmerien 'vit ar brezhoneg, ha tud eus a bep-seurt strolladoù politikel, 'giz ar PS, ar re C'hlaz, an tu-kleiz Dizalc'hour, an UDB hag ar Republik O Vale. A depute LREM Yannig Kerlogod ha hini ar strollad « Frankizioù ha tiriadoù » Paol Molag 'oa aze ivez. Enrollet 'oa bet ar pep pouezhushañ eus an divizoù 'vit kas ar mennozhioù da vout kemeret e kont 'ba'n « Diviz meur broadel ». Hep kaat re a spi alato, 'giz 'pezh 'zo vont da lâr dimp Herve 'Notroù. Kenprezidant KLT 'zo doc'h mikro GD. Kaset 'vo ar soñjoù 'zo bet roet da glevet 'pad an abardaez war lec'hienn internet an « Diviz Meur ». N'eo ket bet divizet c'hoazh ga peuseurt mod vo graet an dra-se. Moarvat 'vo ket lennet an traoù ma vez skrivet e brezhoneg 'ba'l lec'hienn internet broadel-se. Peotramant 'tlefe bout kaset pep tra ivez da bennoù-bras ar c'horn-vro. Met n'eo ket sklaer c'hoazh an doare d'ober kenneubeut 'vit ar poent.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio