en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lun 25 a viz C'hwevrer

Lun 25 a viz C'hwevrer

Disadorn paset oe bodet un 40 den bennag e kreiz-kêr Sant-Brieg. Goulenn a reont groñs e vehe achiùet get ar jiboés-àr-varc'h. A-c'houde un nebeut sizhuniadoù eo stenn tre an traoù er c'hoadoù : stourmerion a ya annon evit kemer videoioù ag ar pezh 'vez graet get ar jiboésourioù àr-varc'h. Goulenn a reont ivez e zilezehe Véronique Méheust he c'harg e kuzul departamant aodoù an arvor. Jean-François ha Levenez Morvan oa e-mesk ar stourmerion e Sant brieg disadorn. Selaouit da 22' Ar sizhun 'mañ e vo Rozenn Grall genomp, emañ o chom e Karaez hag e labourat annon èl klañvdiourez, hi 'zo ivez e kuzul ar barrez, war an tu kreñv (dans la majorité), asambles gant tud al listenn "Karaez, kêr bev-buhezek ha kenskoazell". Selaouit da 39' Er rubrikenn istorel eh eus bet lakaet ar gaoz àr Stadoù breizh er gronikenn istorel (selaouit da 1e05) Free Hugs petra an diaoul an dra-se ? Ar reskont get Paskal Tabuteau da 7' ha mod-arall kronikenn Ar bed o treiñ get Laetitia Fitamant ag Radio Kerne da 35' Tonioù : - Dour Le Pottier 4tet, Sonjerie d'un ouézè Vayaijou - Menguy Berenguer, A greiz galon - Krismenn, Hunvreoù merglet - David Pasquet Group, Plinn Pors an fonou - Didier Super, A bas les gens qui bossent - Lianne La Havas, Midnight - Yann-Fañch Kemener, Me zo ganet e kreiz ar mor

Pikous Dibikous

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio