en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Enep-semitegezh hag enep-sionegezh zo memes tra ?

Enep-semitegezh hag enep-sionegezh zo memes tra ?

Dimeurzh d'abardaez e voe bet galvet an holl fransizen da ziskouez a stroll ez int enep an droug graet d'ar yuzhevien. An emgavioù-mañ a oa bet lañset gant ur strollad strolladoù politikel a bep tu, goude ur bloavezh 2018 ma voe kresket kalz an oberoù enep-yuzhev e bro C'hall. Darvoudoù nevez flamm o doe pourchuet m'am bari ar vodadeg da vezañ dalc'het war ar primm : taget voe bet livadurioù Simone Veil e Paris, hag ez eus bet rebechet ivez da dud o jiletennoù melen bezañ drouk-preget deus ar folizofour Alain Finkelkraut evit an abeg ma oa sionour. Dec'h e voe bet prezidant ar Republik gall d'ober ur brezegenn e pred bloazhiek ar C'hrif, Kuzul Dileuridi an Institusionoù Yuzhev e Frañs. Prometet zo bet gant Emmanuel Macron e vefe ledanaet en amzer da zont talvoudegezh an enep-semitegezh en ur gemer e kont an enep-sionegezh. Hervezañ bezañ enep Stad Israel a zo an doare nevez da vezañ enep Yuzhev. Evit Klaod an Duigou koulskoude, jiletenn velen eñ e unan, n'eo ket ar memes tra. Hag eo aet skuizh anezhañ e vefe implijet an arguzenn zo tud gant menozhioù fall e touezh ar re o jiletennoù melen evit drailhañ al lusk.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio