en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

keleier 5e30

keleier 5e30

@@@Peizanted dirak ar justis.@@@ 9 froduktour laezh a zo bet kaset dirag ar justiz goude bout bet skuilhet laezh e miz Gwengoloñ 2009 e Ti Labour Douar ar Liger. Hiziv int barnet ha goulennet 'eo ouzhpenn 100 000¬ a daol-gatiz gete. Bodet e oa produktourion laezh ar vro ar mintin-mañ e Kemper, dirak Kambr ar Labour Douar. Jean-Louis LAOT, desaver saout e Laniliz a oa àr ar lec'h. Respont a ra da houlennoù Katell UGUEN. @@@Kroazhent ar c'humunioù ba Brest.@@@ Ar mod da arc'hantaouiñ an ensavadurioù lec'hel 'zo kreiz ar gaoz e-kerzh kroaz-hent ar c'humunioù 'zo 'ba Brest betag àrc'hoazh. Stertoc'h stertañ eo kavout argant a-c'houde eh eus ag an enkadenn ekonomik. Poan deus paotred an tier-bank da brestiñ argant d'ar c'humunioù pe d'ar c'humuniezhioù kumunioù ker emañ kontoù bank an ensavadurioù lec'hel, dre ret, 'ban Teñzor Foran. Ma 'vehe prestet re a argant c'hellehe bout diskennet notenn o stal get an ajansoù notenniñ. Setu gaoz da berak eo lakaet start an ensavadurioù lec'hel hag ar c'humunioù evit arc'hantaouiñ o raktresoù. Selaouomp Eric Rivoallen, maer Loprevalaer, ha René Fily, maer Sant-Martin-war-ar-maez 'oa 'ba Brest hiziv. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio