Bec'h war al Lokmaria-Berrien...xit!
Abaoe devezh kentañ a viz Genver n'eo ket Lokmaria-Berrien ur gumun ken. Kendeuzet eo 'bar gumun 'kichen, Poullaouen, enni war dro 1500 annezad araok degemer Lokmaria. Hudu eo 1800 den 'zo o chom 'bar gumun nevez. 'zo ul lodenn eus kumuniezh kumunioù ar Poc'her! Padal 'oa Lokmaria-Berrien ur rann eus Menez Are Kumuniezh betegen. Koll ur gumun n'hall ket bout degemeret na gant ar gumuniezh na gant annezidi Menez Are. Se 'zo kaoz 'vo dalc'het un emvod foran da 3e goude kreisteiz 'benn disul 'ban Uhelgoad 'vit lakaat ar gaoz war al Lokmariaxit. War blas 'vo Kristian Braz 'zo o chom 'bar Fouilhezh hag ezel eus ar gevredigezh nevez kroet "Tud ar menez". Muioc'h a displegadennoù gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.