Dipitet eo ar c'hevredigezhioù gant budjet ar Rann-Vro evit yezhoù Breizh
E miz Kerzu oa bet votet gant kuzul Rann-vro Breizh ur steuñv nevez evit heñchañ e bolitikerezh war ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Dipitet oa bet kalzig a aozadurioù o tifenn ar yezhoù, evel Aita, Kuzul Sevenadurel Breizh pe an UDB gant an nebeut a strivoù a vez kavet ennañ a fed budjet. Ar sizhun tremenet zo bet divizet davat deus ar budjet 2019 just a-walc'h. Lena Louarn, bez prezidantez ar Rann-vro en karg deus ar Yezhoù a lâr deomp da gentañ petra zo nevez gant ar steuñv nevez, dibaoe an hini oa bet votet e 2012.
Ur pennad savet gant Tunvezh Gwalgen-Grandjean